Reiñ ur plas d'ar brezhoneg 'ba stad Roudourou e Gwengamp
Football ha Brezhoneg. Gant daou vreur, suporterien anezhe evit War-Raok Gwengamp, zo bet kaset ul lizher da brezidant o c'hleub muiañ karet da c'houlenn ma vo muioc'h a vrezhoneg er stad. Helori ha Tangi Ar Gall-Carré, a vez o heuliañ o skipailhad un 20 vloaz zo, hag abaoe un toullad bloavezhioù int koumanantet, da lâret eo 'h eont da welet pep krogad. Brav 'vije dezhe gwelet ober un tamm mat muioc'h gant o yezh, mann met pa vez sellet peseurt mod 'vez gant kleuboù all, en Breizh hag en Europa. Bremañ 'maint o c'hortoz ur respont& Muioc'h a displegadennoù gant Helori Ar Gall-Carré. Gant Tudual Karluer.