Dilennidi ar vro ha reou an deskadurezh a fell dezho kas war-raok an tanva brezhoneg er skolioù
Dec'h eo bet dilennidi ar vro hag an deskadurezh da weladenniñ skol Bisson e Kemperle. Eno 'vez kinniget un tañva d'ar brezhoneg d'ar skolidi. Un eurvezh bep sizhun dre glasad. N'eo ket an tañva-se un opsion, ur gwir dibab e-barzh program ar skol eo, hag a vez kaset da-benn dre ar skol hag an deskadurezh stad. Evit an deizioù o deus resevet ar skolioù titouroù diwar-benn an tañva-mañ, dezho d'ober o soñj ma fellfe dezho staliañ an eurvezh a vrezhoneg. Pelloc'h da glevet gant Yannig Menguy, rener Mervent hag a ra war-dro d'ar c'hentelioù e bro Gerne, ha Lena Louarn, bez-prezidantez rannvro Breizh, karget deus ar brezhoneg.