'Benn ar week-end kentañ 'vo dalc'het ar 14vet Foar vBio 'ba Landerne.
Ur foar aozet gant komite skoazell skol Diwan. 'Pad daou devezh 'vo war dro 110 marc'hadour war al lec'h. Prezegennoù 'vo kinniget d'an dud 'deuio d'ober un tamm tro. Da skouer, unan 'vo kaset da benn gant Marie-Jo Fourès eus Cap Santé, 'vit komz diwar-benn ar boued mat da debriñ. Jean-Yves Brelivet, eus ar gevredigezh Approches, deuio da gomz diwar-benn ar mod "armoricain" da sevel tiez ekologel. Deomp da selaou Jean-Raphael Moal, unan eus aozerien ar Foar. Displeget 'neus da Erwan Blanchard, e berzh 'ban afer.