en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Happening" da souten Jacqueline Sauvage.

"Happening" da souten Jacqueline Sauvage.

Daou viz 'zo eo bet kondaonet Jacqueline Sauvage da 10 vloaz a doull-bac'h 'vit bezañ bet lazhet he gwaz. Ur gwaz hag en eus bet skoet ganti ha gant e vugale e-pad ouzhpenn 40 vloaz. Kroget eo ar mediaoù d'ober anv deus an afer-mañ ha niverus eo an dud o klemm, direizh a-grenn evito e vefe kondaonet ur vaouez a zo bet bazhataet ul lodenn-vras deus he buhez gant he gwaz. Ouzhpenn 300 000 a dud o deus sinet ur skrid-galv da c'houlenn gras digant ar prezidant evit ar vaouez-se a 68 vloaz. Disadorn e oa aozet darvoudoù e pep korn e Frañs 'benn souten Jacqueline Sauvage ha goulenn ma 'vefe dieubet. E Kemper eo bet aozet un « happening » gant ar Planning Familial 'benn reiñ da glevet he istor ha lakaat an dud da sinañ. Selaouomp Aziliz Bourges, ezel eus Planning Familial Douarnenez, emañ ouzh mikro Katell Uguen.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio