Manif get ar gargidi 'benn dimeurzh.
Galvet eo ar gargidi da vanifestiñ 'benn dimeurzh gant ar CGT, Snes-FSU, FO ha Solidaires: ar gargidi a labour 'vit ar Stad, en ensavadurioù lec'hel hag ar re a labour 'ban ospitalioù. Ar goulenn kentañ 'vo lakaet war wel gant ar sindikadoù eo ar fed ya war fallaat stad sokial ar gargidi. Youn Roue, sekretour an FSU 'ba Penn-ar-Bed. Gant R1 Blanchard.
Ouzhpenn ar goulennoù sokial 'lako ar gargidi da harzhañ gant o labour 'benn dimeurzh. An adkempenn ar skolajoù hag al lise 'vo unan eus temoù bras ar manifestadegoù 'vo dalc'het 'ba Sant-Brieg, Brest, Kemper, Roazhon, an Oriant ha Gwened da 11e.