devezh stumman dilennidi/yezhoù minorelaet
Stummañ an dilennidi da reiñ dezhe da gompren peseurt interest 'c'hell bezañ d'ar yezhoù minorelaet. Sed amañ pal an devezh a oa aozet digwener e ti Ar Gouren e Berrien, ha ma oa bet 25 den o kemer perzh. Meur a zen a oa pedet da reiñ diazezoù da vont pelloc'h gant ar preder, en o zouez: Fañch Broudig, evel kazetenner ha skrivagner arbennig war ar brezhoneg, Fulub Jakez, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg, Gilbert Dalgalian, yezhoniour, pe Marie-Jeanne Verny, kelennerez Okitaneg e skol-veur Montpellier. Andre Ar Gag an hini 'neus lañset ar stummadur, lâret 'ra deomp petra 'mañ an dud o c'hortoz deskiñ 'korf ur seurt devezh. Deus mikro tk