Dédé l'abeillaud war ar renk 'vit an dilennadegoù!
Sur eo ha n'eo ket marteze 'vo ket dilennet Dédé l'abeillaud prezidant Republic Bro-C'hall! Dédé l'abeillaud: un danvez dilennad gwisket ez-ofisiel stumm ur wenannenn! Met memestra 'fell da David Derrien, e anv gwir, diskouezh e stourm hag hini ar wennanerien d'an holl dre implij ar c'hampagn. Hervezañ 'zo bet roet war dro 300 promesa da baeroniañ 'nan 'vit mont betek penn. Re nebeut 'vit mont pelloc'h 'vit ar 16 a viz Meurzh kentañ 'pa 'vo ret kas ar 500 sinadur 'vit kemer perzh 'bar c'hampagn. Peseurt mod eo deuet ar soñj mont war ra renk? Dédé l'abeillaud, ouzh mikro Erwan Blanchard.