Nac'het eo bet ar lezenn diàr-benn ar yezhoù bro.
Diriaou tremenet en doa ar c'hannad Paul Molac kinniget e raktres-lezenn er vodadenn vroadel. Gortozet braz e oa an darvoud get difennerion ar yezhoù bro e Frañs a-bezh. Siwazh n'eo ket bet degemeret. 13 mouezh oa bet rastellet ha pa oa ret kavout 14 vot d'an nebeutañ. Pal ar lezenn oa reiñ muioc'h a lech d'ar yezhoù bro er skolioù, er mediaoù hag er vuhez foran. Evit ar wezh ketañ e oa kinniget un destenn a-seurt-se er vodadenn vroadel. Ur bazenn àr-raok hrevez Paul Molac ha n'eo ket diskalonekaet anezhoñ. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.