Miliadoù a dud enep an aerborzh e NNDL.
Disadorn 'oa manifestet 'enep d'ar raktres aerborzh e Kernitron al Lann, e meur a lech. E Roazon 'ni 'oa ar vanifestadeg pennañ, gant ur 5000 a dud. Trakteurioù ha beloioù gante, evel e Gwengamp ma oa bodet ur 750 a dud. Dalchmat zo klasket lakaat gwask war ar gouarnamant, da virout na vo skarzhet tud, labourerien-douar ha perchenned anê, deus o douaroù ha tiez. Gant tud deut deus Kernitron al Lann da Wengamp, izili deus an ACIPA, 'oa bet embannet groñs 'oa direizh ar pezh 'vez gwelet er chazetennoù peurliesañ, penaos 'vefe spontet an dud diwar-dro gant annezidi ar ZAD. Ar chontrol-fed mik 'ni eo, emezont.
Tudual Karluer 'oa e Gwengamp.