"Frigo Magic", un arload made in Roazhon da sikour ac'hanoc'h da fardañ boued
« Frigo Magic » a zo un arload pe un appli savet e Roazhon hag a ginnig rekipeoù hervez ar pezh a zo en ho armelloù. Rekipeoù simpl, marc'hatmat, hag a vez fardet buan, setu pal ar benveg-mañ. N'ho p'eus tamm mennozh ebet evit fardañ boued emberr ? Diegi 'p eus da vont betek ar gourmarc'had ? N'eo ket marv mil den, kit buan 'ta da bellgargañ an arload Frigo Magic hag o po un diskoulm. Selaouomp hiroc'h gant Ninnog Kerrain, karget a gehentiñ evit Frigo Magic.