Gober àr-dro ar lousteri e bro an Alre.
Setu tem ar brezegenn vo savet d'ar 1añ a viz Meurzh get ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh. Lakaet e vo ar gaoz àr ar luduiñ, àr ar « redevance incitative » get François Hervieux kuzulier kanton Kistrebrezh lec'h mad eo bet lakaet e plas àrlané, hag iwez àr penaos produiñ nebeutoc'h a lousteri en ur adimplij lod traoù dre skwer. Jean-Paul Runigo a gemer perzh ba Dour ha Stérioù Breizh. Lâret a ra deomp da getañ, perak emañ bet chwajet bro an Alre evit komz ag ar lousteri. Doh mikro Yaëlle ar Mouel.