Pemzektez ar sonerezh hengounel 'vo 'ba Rostrenn adalek ar sizhun all
Gant ar skol muzik, dañs, ha teatr Kreiz Breizh, eo aozet an degouezh. Tud o teskiñ deus ar muzik hengounel a gemero perzh met reoù all ivez, deus tu ar c'hlasel, pe muzik a vremañ. An holl o pleustriñ war danvez hengounel kreiz Breizh. Hag al labour 'vo da glevet d'an 30 a viz Genver da-geñver ur c'hoñsert. 'Raok se 'vo kinniget ur brezegenn ivez, gant Claire An Hir, diwar-benn an darempredoù etre muzik hengounel a Vreizh ha muzik desket, evel 'vez lâret. Dominique Jouve, kelenner er skol, a genaoz an traoù. 'Mañ gant Tudual Karluer.