en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

20 000 manifestour 'neunt manifestet a-enep d'an aerborzh 'ba Kernitron!

20 000 manifestour 'neunt manifestet a-enep d'an aerborzh 'ba Kernitron!

Disadorn 'oa manifestet en Naoned 'enep d'ar raktres aerborzh e Kernitron al Lann. Un ugent mil a dud 'oa bet, war droad, pe war velo hag ur 400 trakteur gante. Un taol kaer evit ar stourm 'enep dan aerborzh 'vefe bet bodet kement all a dud, eme an aozerien. Enebiezh 'oa diskouezet dar gouarnamant, a lâr stagañ gant al labourioù da sevel an aerborzh e 2016, hag enebiezh dan doare politkerezh kaset gantañ. Kengred e tiskwel ar beizanted bezañ, niverus-kaer anê, gant ar re staliet e Kernitron al Lann. Goulenn ar ra Vinci, e penn ar raktres, 'vefe skarzhet ar re diwezhañ o chom war dachenn ar ZAD, deus o douaroù. 'Benn dimercher, dan 13 a viz Genver, 'mañ ar prosez da vezañ dalchet en Naoned, pezh a nach ar re 'enep dan aerborzh. Disadorn 'oa bet sioul ar vanifestadeg, ha krog an dud da guitaat pont Chevire e-kerzh an endervezh, met divizet 'oa e chomfe ur chant bennaket a drakteurioù war blas ha tud war o zro, kement ha diskouez bezañ prest da vont pelloch da vezañ klevet. 'Benn ar fin 'oant bet skarzhet gant ar CRSed tro un eur beure. Feuls an abadenn, goude ma oa bet diskwelet gant ar vanifesterien kuitaat an dachenn. Selaouomp « reportaj » Tudual Karluer en Naoned disadorn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio