'Benn disadorn 'vo manifestet 'ba Kernitron-al-Lann
'Benn disadorn 'vo manifestet 'enep d'an danvez aerborzh e Kernitron al Lann. Ur ger da embann: Nann da skarzhañ an dud diwar o douaroù. Da-gaout an hent tro d'an Naoned 'ni 'vo ar vanifestadeg, war velo, war droad pe gant trakteurioù ha kement 'zo.
Willem Doedens zo o chom war tachenn ar ZAD, oc'h ober ur staj e menaj Sylvie ha Marcel Thebaut, zo e-touesk ar beizanted da vezañ barnet 'raok bezañ skarzhet. Ha gant ar soñj da 'n em staliañ e-unan e Kernitron al Lann da sevel saout laezh. Pelloc'h gantañ. deus mikro Tudual Karluer.