Fulenn erc'h ebet er menezioù
Klouar eo an amzer 'ba Europa ar C'hornog e fin ar bloaz mañ. 'Bar menezioù uhel 'zo kouezhet nebeut tre a erc'h e-kerzh miz Kerdu. Paket un tamm an douristed bet betek ar menezioù 'ban Alpoù pe 'bar Pireneoù. Memestra 'zo touristed a glask profitañ eus o vakañsoù. Selaouomp Nicolas Malherbe hag e vab Josef 'zo 'ba Le Grand-Bornand 'ba Savoie Uhel. Gant Erwan BLanchard.