Kreier a leizh 'ba chapel Sant-Jaoua 'ba Plouvihan
Evel bep bloaz e vez ur bern kreier nedeleg da welet e Plouvien e chapel Sant Jaoua. Er savadur bet savet er XVIvet kanvet e vez degemeret leizh a greier, savet gant bugale, tud goshoc'h, Leoniz pe tud a bell vro. Nevezenti a zo er bloaz-mañ, savet 'zo bet ul lokenn da zegemer ur c'hraoù en diavaez, dirak chapel Saint Jaoua. Deomp da weladenniñ al lec'h en avel diroll gant Hervé Ar Rouz. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.