Nedeleg: Reuz 'ba stal bara "Pains et kouign" 'ba Kemper
Moarvat eo bet lipous ar predoù evit lidañ nedeleg hag e pep ti 'zo bet gwelet bara war an daol evel-just. Evit an dibenn-pred ho peus debret 'michañs kouignoù sukred pe diennoù-skorn, pe c'hoazh kef hengounel nedeleg. Katell Uguen a zo bet mintinvezh nedeleg o welet peseurt mod e troe an devezh er stal vara « Pains et Kouign » e Kemper. Leun-choug ar stal gant an dud o tont da gerc'hat o froduioù, setu 'pezh 'gont deomp Philippe Gueguen.