Penharz, ur c'harter karget a sevenaduriou liesseurt
Dibaoe un dregont vloaz e vez aozet ur gouel bet goañv evit bugale karter Penharz e Kemper. Gant kevredigezh al labourerien hag ar c'hoñversanted a vro Varoko eo aozet, an ATCM ha mil gortozet eo gouel ar vugale bep bloaz. En deroù e oa dalc'het ar gouel-se 'benn lidañ fin ar Ramadan met dre un emglev gant kreizenn sokial Penharz, ti an holl ha kêr Kemper eo deuet da vezañ ur gouel laik.
D'an 2 a viz Kerzu tremenet e oa aozet gouel ar vugale, gant un abadenn c'hoariva ha merenn-vihan. Deomp da c'houzout penaos en em vesk ar sevenadurioù er c'harter-se, e hanternoz Kemper. Selaouomp Loic Philippon, prezidant Ti an Holl Penharz. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.