500 sinatur ret evit mont war ar renk en dilennadegou prezidant
Evit mont war ar renk en dilennadegoù ar prezidant, 'vez dav dastum pemp kant sinatur deus perzh dilennerien veur. An dra-mañ, kuit na vo re a dud o c'hellet lakaat e anv, 'pezh 'nefe tamm talvoudegezh ebet ken, moarvat. Andre Lukaz eo maer Plistin, PS, lâret 'ra deomp penaos e tro ar jeu.
Hag e c'hell sevel skoilhoù dre ma vez diaes da dud zo a rankfe gellet mont war ar renk dastum trawalc'h a sinaturioù evit ober kemend-all. Herve Guelou eo maer Plufur, UMP, laoskomp anezhañ da lâret e soñj.