en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dizalc'hourien 'zo penn div rannvro 'ba Bro-C'hall!

Dizalc'hourien 'zo penn div rannvro 'ba Bro-C'hall!

'Ba Breizh 'zo bet ter listenn en eil tro: hini an tu kleiz renet gant Jean-Yves an Drian, aet ar maout ganto, en eil plas e kaver al listenn 'zo kaset gant Marc Le Fur, "Ar republikaned", hag an FN en em gav en trede plas. Nebeut a blas gant al listennadoù all ha dreistholl gant al listennadoù savet gant dizalc'hourien. "Breizh o stourm", lakomp 'neus gounezet 0,63 % eus ar mouezhioù da geñver an dro gentañ. 'Ba lec'h all n'eo ket bet memes jeu: aet an trec'h gant an dizalc'hourien: 'ba Korsika ha 'ba enez Vartinik. Evit pezh a sell eus Korsika 'oa Gael Roblin, penn listenn "Breizh o stourm", o c'hortoz en em gavfe dizalc'hourien un deiz bennak met pas dre ret ar bloaz mañ da geñver an dilennadegoù rannvro. Selaouomp e soñj waer 'pezh 'zo c'hoarvezet 'ba Korsika.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio