O prientiñ ar skipailh a reno rannvro Breizh emañ an tu kleiz
Trec'h eo bet Jean-Yves an Drian gant e listennad, disul dremenet.
Ur listennad digor gant tud a-bep seurt, tud a n'int ket e strollad politikel 'vel Jean-Michel Le Boulanger, Roland Jourdain, pe ar sindikalour FO Olivier Le Bras 'zo brudet gant ar stourm 'neus kaset evit klask saveteiñ al lazhti Gad 'ba Lambaol-Gwimilio. Ur wech gounezet e ranker ingaliñ ar postoù er rannvro, peseurt mod graet gant an tu kreñv ha penaos e ray Jean-Yves an Drian evit bout ministr ha prezidant. Selaouamp soñj Mona Braz,goulennataet gant Yaelle ar Mouel.