Saloñs al labour-douar e Pariz : a-bouezh pe get evit ar Vretoned ?
Aboae an dibenn-sizhun tremenet eo kroget gant saloñs bras al labour-douar e Pariz. Hiziv oa dalc'het ar c'hoñkour jeneral hag e vo embannet bremaik an disoc'hoù evit pep rann. Warc'hoazh 'vo an devezh ofisiel evit enoriñ al labour-douar hag ar beskerezh e Breizh. Ar rannvro, 'sames gant kambr al labour-douar ha Komite ar beskerezh, a ginnig ur stal vras war ar saloñs dalc'het e nor Versailles, 'giz boaz. Met daoust hag-eñ e chom ken a-bouez ar saloñs-se evit ar beisanted e Breizh ? N'eo ket sur, a respont André Paul, eil-prezidant kambr al labour-douar e Penn ar Bed.
André Paul oa deus mikro Anne Gouerou