Rannvro 2015 : Dipitet eo tud Europa Ekologiezh ar Re C'hla.
Dilennadegoù Rannvro. 'Mañ ar PS, ar republikaned, hag an FN, war ar renk en eil tro 'benn disul. Ha nac'het 'neus Jean Yves An Drian, e penn al listennad PS, sevel emglev pe emglev gant EELV. En e soñj 'neus ket ezhomm deus an ekolojisted, hag aezetoch dezhañ ober hepte. Met start asantiñ ar cheloù deus tu EELV, ha 'no sez ebet er rannvro hiviziken. Yann Fañch Kerneiz 'oa war ar renk en anv EELV e Penn ar Bed, reiñ 'ra e santimant deomp. Deus mikro Tudual Karluer.