Beviñ mat en ur labourat en tachennoù.
Setu danvez an devezh oa savet e Pondi dimeurzh get hentad moc'h Kambr Labour-Douar Breizh. Tamm ha tamm eo bet chenjet ar feson da labourat en tachennoù da sevel moc'h hag emañ daet ar vicher da vout spisoc'h, dreist-holl hiziv an deiz ha pa vez ret produiñ kig. Lod labourioù a c'hella bout poanius zoken èl ha pa vez soignet ar re vihan. An devezh-mañ oa an digarez d'ar broduerion moc'h da eskemm etreze àr o fesonioù d'ober ha da aesat an traoù fed a anaoudegezh ar loened pe ag ar savadurioù dre skwer. Louis Le Gal a zo teknikour batimantoù just-walc'h e Aveltis, ar strollad desaverion moc'h. Hiroc'h getoñ.