10 vlez eo Divskouarn.
10 vloaz eo ar gevredigezh Divskouarn, ar gevredigezh brudañ ha diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata. A-benn warc'hoazh e vo lidet an deiz ha bloaz e Plougerne. Ur bilañs deus an amzer dremenet a vo graet hag un daol-grenn a vo dalchet diwar-benn ar brezhoneg er familhoù. Hiroch diwar-benn Divskouarn gant Gregor Mazo, rener ar gevredigezh. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.