Devezh etrebroadel ar stourm a-enep d'ar feulster graet d'ar merc'hed
Hiziv zo devezh etrebroadel ar stourm enep d'ar feulster graet dar merched. Hervez an ONU, e 2015 'zo ur vaouez diwar zeir o vezañ gwall-gaset en ur mod korfel pe seksel. E meur a zoare e cheller bezañ tapet gant ar feulster, pe vefe dre gomz, huchadennoù pe kunujennoù, dre ar spered, dre vezhekaat pe dre chourdrouz met ivez evel-just dre dagadennoù korf vel taolioù, laoskadurioù, amskaradoù ha feulster seksel. Met muioch-mui 'vez gwelet merched gwall-gaset dre ma vez tennet an archant diganto gant o wazed pe choazh vez difennet dezho labourat.
A-benn talañ deus ar feulster-se 'zo deus devezh etrebroadel ar stourm enep dar feulster graet dar merched. Deomp da chouzout hiroch gant Marie Le Du, stourmerez evit gwirioù ar merched.