11vet kendalc'h an SNRL, sindikad ar radioioù dieub a vo dalc'het e Roazhon 'benn warc'hoazh ha digwener
Warc'hoazh ha digwener e Roazhon e vo dalc'het 11vet kendalc'h an SNRL, sindikad ar radioioù dieub. « Dre vras ez a mat an traoù gant ar radioioù kevredigezhel » eme Emmanuel Boutterin, prezidant an SNRL. Hogen, n'eo ket laouen ar sindikad gant ar raktres lezenn war an arc'hant, kinniget gant ar vinitrez Fleur Pellerin, pa vez digresket ar souten d'ar radioioù padal emañ budjed ar sevenadur o kreskiñ.
Pedet eo kendalc'h an SNRL e Roazhon gant ar C'horlab, kenurzhierezh ar radioioù lec'hel ha kevredigezhel a Vreizh.
Meur a zem a vo lakaet ar gaoz warno e-doug ar c'hendalc'h, 'vel « penaos ren ur radio lec'hel ». Un 50 bennak a dud a gemero perzh en divizoù, en o zouez, Stefan Moal, kelenner e skol-veur Roazhon 2 hag arbennigour war ar mediaoù. Selaouomp anezhañ diouzhtu.