Astennet ar c'houlzad a zifrae da 3 miz
Gant François Hollande, prezidant ar Republic 'zo divizet lakaat Republic Bro-C'hall dindan stad a zifrae 'pad daouzek devezh goude ar gwalldaolioù 'oa graet gant sponterien digwener dremenet 'ba Pariz ha 'ba Sant-Denez. Dirak ar gannaded hag ar senedourien bodet e Versailhez da geñver ar C'hongres 'neus gwiriaet, dilun, eo astennet ar c'houlzad mañ da badout 3 miz. E-kerzh brezel an Aljeria 'oa bet ijinet "ar stad a zifrae" evit derc'hel ar surentez 'ba Bro-C'hall ha mirout 'vefe gwalldaolioù all. Hervez François Hollande e ranker modernaat ar "stad a zifrae", lakaat ar muzulioù c'haller lakaat e pleustr da glotaat gant an amzer a-vremañ. Selaoupmp displegadennoù François Marc 'zo senedour ha 'noa kemeret perzh 'ba C'hongres. Gant Erwan Blanchard.