Ur raktres skol diwan zo ba Pleskob e-tal Gwened.
A-c'houde meur a viz deus n'um vodet tud eno evit kas da benn ar raktres-mañ, ha savet gete ur c'homite skoazell. Degemeret mad int bet get ti-kêr Pleskob, ur gêr lec'h ma zo un aergelc'h tost doh ar brezhoneg dija get kevredigezhoù èl « Petra neue », a ra àr-dro ar festival Roue Waroc'h. Ar pal eo digoriñ ar skol 'benn an distro-skol-mañ-za. Ur labour brudiñ vo ret gober bremañ, èl ma lâr deomp Jef Le Gouarin a zo prezidant ar c'huzul skoazell. Doh mikro Yaëlle ar Mouel.
Un emvod kelaouiñ a vo 'benn an 28 a viz c'hwevrer da 6 eur30 da noz er sal Arvor e Pleskob.