An ened e Douarnenez
E kreiz mare an Ened 'maomp ! 'Ba Douarnenez 'n eus kroget ar meurlarjez disadorn abardeiz, ur wech lakaet an den-Paolig a-istribilh d'ar c'hoc'hu. Met ar bloaz-mañ ne zegemero ket sal vras ar c'hoc'hu ur bal, 'giz boaz. Rañket 'neus "Komite an Ened" kas da get al lodenn-se eus ar gouel evit bezañ gouest da nac'hañ fakturenn an archerien. Ya... 35.000 Euro a c'houlenne ar stad d'an aozerien ! Biskoaz kemend all ! Ne 'vo ket paeet 'ta, met goap 'vo graet deus outo, an dra-se 'zo sur. Forzh pegement a dud treuzgwisket e "glas-polis" 'zo bet neuze an dibenn sizhun-mañ e Douarnenez, met ivez kaerenned e-leiz.
Kaerenn, met piv eo an hini-se ?