Diaesterioù 'zo gant an Adapei 'ba Kemper
Abaoe pell bremañ 'zo raktres sevel ur greizenn degemer ha dudi evit an dud ampechet e Kemper, kement-mañ kaset da-benn gant an Adapei. Evit poent eo stanket an doser gant an ti-kêr. Daoust d'an departamant arc'hantaouiñ ar braz eus an dispignoù e nac'h tu-pennañ ti-kêr Kemper reiñ arc'hant pe d'an nebeutañ ur savadur. « Al lodenn da arc'hantaouiñ gant an ti-kêr a vefe bihan tout evit ur gêr evel Kemper » eme tud an Aadpei. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Soaz Jolived, ezelez deus Adapei Kemper. Respontet he deus da c'houlennoù Morgane Bramoullé deus Radio Kerne.