en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@àr ar renk emañ Nicolas Sarkozy evit un eil prantad prezidant.@@@ Setu pezh 'noa embannet dec'h da noz. é c'hortoz an doere-mañ en-ofisiel 'oa ur bochad tud 'ba Bro-C'hall ha 'ba Breizh. Hervez Joel Marc'hadour, 'zo maer UMP Plouzeniel ha kuzulier Rannvro Breizh, 'eo an termen mat evit krog get ar prantad kaballiñ. Ar pennad kaoz get Erwan Blanchard @@@Diaesoc'h eo lakaat ar lezenn littoral e pleustr.@@@ Ar lezenn littoral pe lezenn an aodoù oa bet degemeret mat, pe madig a-walc'h, pa oa bet votet e 1986 (nandek kant c'hwec'h ha pevar-ugent). Met a-c'houde un nebeut bleadoù eo daet da vout strizhoc'h-strizh ar feson da lakaat anezhi e pleustr get ar Prefetioù. Klemm a ra muioc'h-mui maered ar c'humunioù lec'hiet àr an aod 'ta. E Penn ar Bed 'mañ dilennidi ar C'hap o klemm. Anne Gouerou deus dastumet soñjoù Alain Donnard ha Jean Le Coz. Amañ @@@Un ti ar vro e Bro an Alre.@@@ A-c'houde meur a vlez e houlenn kevredigezhoù bro an Alré un ti ha sekourioù evit gelliñ kas da benn o obererezhoù. Diàr goulenn dilennidi syndikad bro an alre vez savet ar festival « bro alre gouil bemdez » durant an dilost-hañv, douget eo get tud a volantez-vad. Hag arru int skuizh d'ober àr dro d'ar festival-mañ ker ur gwir labour micherel emañ daet da vout. Get Kerlenn Sten kidna vez roet 12 kentel brezhoneg bep sihun e kornad an Alre. Un den gobret a laboura gete mes muioc'h hellehent gober c'hoazh. Setu m'o deus kenlabouret Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten kidna evit kinnig ur raktres ti ar vro d'an dilennidi. Gortozet eo an disoc'h 'benn an daou a viz Meurzh. Kristian ar Meut, prezidant Kerlenn Sten Kidna, doh mikro Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio