Lezenn an aodoù : strizh eo deuet da vezan
Al lezenn littoral pe lezenn an aodoù oa bet degemeret mat, pe madig a-walc'h, pa oa bet votet e 1986. Met aboae un nebeut bloavezhioù eo deuet da vezañ strizhoc'h strizhañ an doare da lakaat anezhi e pleustr gant ar Prefetioù. Klemm a ra muioc'h mui maered ar c'humunioù 'zo war an oad 'ta. E Penn ar Bed 'mañ dilennidi ar C'hap o klemm. En o zouez, Alain Donnart, maer Prevel, ur gumunn bihan ha paour, nepell eus Beg ar Raz.
Ur reportaj gant Anne Gouerou