Serret eo skol Diwan Pariz.
E 2004 e oa bet digoret er 15vet arondisamant diàr-youl bretoned é chom bar gerbenn ha c'hoant gete ma vehe desket brezhoneg get o bugale. E penn ketan e oa skoliataet 13 krouedur. Kresket e oa bet an traoù tamm ha tamm betag degemer 49 bugel e 2009. mes a-c'houde e oa daet an traoù da vout breskoc'h ha brasoc'h an disemglevioù etre Diwan Breizh ha Diwan Pariz. Claude Nadeau a zo bet e-mesk krouerion ar skol, ha perzh er gevredigezh skoazell. Hiroc'h e lara deomp.