la belle saison
SIN-150925-LA BELLE SAISON.docx
LA BELLE SAISON
Ur film sevenet gant : Catherine Corsini (2015).
Gant : Cécile de France, Izïa Higelin, Noémie Lvovsky (1e45).
Meur a wezh, goude boud bet er sinema, eh an war ar rouedad da weled penaoz ema kont gant ar filmvarnouriezh. Seul gwezh e remerkan ur liessorted braz a-walc'h, etre ar re a hej per melen a-dreist da benn ar film pa chom lod arall éc'h ober o begoù moan evid ar memez heni. Evid La belle saison ema ur sort. Mez gwazh a-se evid ar re n'o deus ket istimet ar film-mañ, rag evidin ema daet braw gant ar sevenerez, Catherine Corsini. Sav-boent ur vaouez eo, diwar-benn istoerioù merc'hed.
Da gentañ em eus dizoloet Izïa Higelin, merc'h he zad. Kanerez eo ive, ha daoust ma nend eo ket amañ he rol kentañ er sinema e oa ar c'hentañ gwezh din d'he gweled. Ha gouied a ra ar plac'h roiñ da ziskouez he santimantoù. N'eo ket gant ardoù, izmodoù pe orimantoù. Nann, trawalc'h dezhi ur sell, un taw, ur ger : gouied a ra damskeudenniñ ar pezh a verw enni, mez ive ar pezh a vrall, ar pezh a argil, ar pezh a derm etre daou soñj eneb. Cécile de France, blew hir dezhi amañ, zo Carole, kelennerez yaouank e penn savadeg ar maouezi e Pariz er bloazioù 1970. Evel-just nen doa ket kroget stourm ar maouezed er bloazioù-se, ur stourm koshoc'h eo. Lâromp neuze e oa bet kavet, er bloazioù-se, ur mod nevez da gas o stourm war-raog gant ar maouezed. Daoust hag an heni mad e oa ? Ema ar matchizm un dra sanket don e pennoù ar wazed c'hoazh, dre ar bed hag er Frañs zokén.
Bourret em eus en em gavoud en-dro e amzer ar c'hatrelloù. Ur "c'hatrell" (unan orañj) e oa bet ma oto gentañ, e 1967. Ne oa ket ar 4L-où (Renault) otoioù evel ar re a anavomp bremañ. Kentoc'h e oa ur vouest rodeg. Mez nag a blijadur pa c'helle an den moned da furchal er motor hag ober ar pezh a gare evid he lakaad da voned war-raog en-dro : chañch ar boujïennoù, selled douzh an Delko ha m'oar-me. Kit da c'hoari hiziw gant hoc'h oto, pa n'hellit ket lakaad ur biz nebtu dindan ar c'hapo ! Afer teknisianed o saro gwenn ema daet an otoioù da voud bremañ...
Lod ag an dikrierion e kave dezhe e vehe bet gwell diskoueziñ stourm ar maouezed hiziw-an-deiz kentoc'h. Perag pas ? Gwir eo ne seblant ket boutin-braz an emgav etre ar gelennerez a Bariz, dieub en he fenn, (a grede ataw) hag ar beizantez ag ar Gorrèze, Delphine hec'h anw, modelloù ar familhoù kozh en he spered, modell ar gevredigezh hengounel labourerion-douar, sparlet o speredoù douzh ar gizioù nevez. Mez peb unan a dreuz e vuhez gant un istoer dezhañ e-hunan, hag e-mesk ur bern istoerioù tostig an eil re douzh ar re arall eh eus ive istoerioù hag a c'hell boud dishañval braz a-zoc'h re ar muiañ niver. Setu aze danvez ar romantoù, n'eo ket ?
Just a-walc'h, penaoz e c'hell ur garantez a-sort gant honnezh ober gant ar liveioù sokial dishañval, maez a Bariz (ur planedenn dezhi he-hunan), etre ur beizantez yaouank hag ur gelennerez, skiant-prenet gant peb unan, evel-just, mez skiant-prenet pell unan a-zoc'h heben ? Ema ar stourm en diw dudenn, hag ar pezh a ro e dalvoud d'ar film just a-walc'h eo gweled penaoz e tro an traoù e penn Delphine dreist-oll. Etre he buhez ha heni he zad, daet klañv braz en un taol, hag he mamm, chomet he-hunan war an dachenn dilezet gant he gwaz ha gant he merc'h. Ha n'eo ket evel-se e ya ar bed war-raog ? Ema an dispac'h un dra dibosubl, a lâre ar prederour, rag n'eo ket empenn mab-den un organ dispac'her, mez unan emdroer ne lâran ket. Red eo leuskel amzer d'an dud da intent ar bed tro-dro, mez muioc'h a amzer c'hoazh marse, evid kompren o bed diabarzh.
Re a amzer marse, mez petra 'faot deoc'h ? Mechal mar n'eo ket an amzer rekiz da empenn mab-den evid chañch penn d'ar vazh kudenn vrasañ an denelezh hiziw, just a-walc'h, pa spurmanter ar problemoù a zo é tostaad, hag a c'houlenno gant peb unan chañch ur bern traoù en e vod-bevañ, en e gredennoù ha m'oar-me c'hoazh ? Goude ar glaw e ta an heol, goude ar rannvloaz gàer rannvloazioù arall...
Jean-Claude Le Ruyet.20150925c.137D.SIN-150925-LA BELLE SAISON.docx

Jean-Claude Le Ruyet.20150925c.137D.