Fest "Herborescence" e Bulad : evit en em soñjal àr an natur.
'Benn fin ar sizhun 'vo dalc'het ar fest « herborescence » e Bulad, 'kichen Kallag en Aodoù An Arvor, evit ar wezh kentañ. Daou devezh da vodañ fest ha degouezhioù d'en em soñjal war an doujañs d'an natur, hag ar politikerezh da gas hon flanedenn pellikoc'h. Ur meskaj da diskwel penaos ober e vad deus an natur koulz evit kaout plijadur, c'hoari sirk pe vale ha tennañ gonid anezhi, en ur wareziñ anezhi gant ar soñj mont pelloc'h. Laurent Gall zo 'touesk an aozerien, displegadennoù gantañ. gant Tugdual Karluer.