Serret ar skolaj 'ba Kommanna?
Embannet eo nevez 'zo gant Kuzul departamant Pen-ar-Bed emañ en soñj serriñ daou skolaj 'benn fin ar bloavezh skol mañ: skolaj Kerichen 'ba Brest 'neus kollet 500 skolajiad dindan dek vloaz evit degemer 300 bugel an deiz a hudu; ha skolaj François Manac'h 'ba Kommanna 'zo en danjer bout serret: ur skolaj bihan war ar maez lec'h 'ma 'zo 65 skolajiad etre ar 6vet klas hag an trede klas. Selaouomp Fulup Plouzane, 'zo kelenner stag ouzh ar skolaj ha dilennet 'ba kêr Gommanna. Gant Erwan Blanchard.
Ur sinadeg 'zo lañset war internet gant ar gelennerien a labour 'ba skolaj François Manac'h 'vit derc'hel o skol.