en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Usin gwastilli ar "Filet Bleu" gweladennet gant 2 brefed hiziv

Usin gwastilli ar "Filet Bleu" gweladennet gant 2 brefed hiziv

11 tonnenn gwastili : setu ar perzh 'ya maez eus usin ar "Filet Bleu" bep bloaz. Un usin krouet e 1920 'ba Kemper, a oa bet tost da vervel e kreiz ar bloavezhioù dek ha pevar ugent. A-drugarez da Jean-François Garrec en doa prenet an usin ez eo aet en dro ar « Filet Bleu » war zu an diorren. Michel Cadot, Prefed ar rannvro, ha Jean-Jacques Brot, prefed Penn ar Bed o deus gweladennet an usin ar mintin-mañ ; un usin staliet 'ba Troyalac'h e Sant Evarzeg bremañ. Diskouezet 'zo bet dezhe un embregerezh modern gant chiffroù an aferoù o kreskiñ bepred, en un doare reoliek : + 3,5 % e 2011 da skouer. An neventi hag an diorren ekonomikel 'zo a-bouez evit patroned an embregerezh met ivez an implijidi, hag an en-dro sokial. Ne lar ket Marie ar Rouz ar c'hontrol. Bez 'man e karg ur skipailh tud nammet, implijet en usin. Emañ deus mikro Anne Gouerou

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio