Eizh ezel eus an UDB 'zo lakaet da bellaat eus ar strollad
Eizh ezel eus an UDB 'neunt sinet ar galv 'vit ma chomo Breizh en tu kleiz gant Jean-Yves an Drian e penn. Un dibab eus o ferzh 'ya kontrol ar pezh 'oa votet gant an UDB e miz Mae tremenet, da laret eo sevel ul listenn asambles gant Kristain Troadeg, maer Karaez, "Breizh evel just". Displegadennoù gant Trefina Kerrain, ezelez eus burev politikel ar strollad.