Labour ar merc'hed war ar maez etre 1910 ha 1980 diskouezhet 'ba Gwengamp
Abaoe ar 4 a viz Gwengolo ha betek an 10 a viz Here zo dalc'het un diskouezadeg er vediaoueg e Gwengamp, diwar-benn labour ar merc'hed war ar maez etre 1910 hag ar bloavezhioù 1980. Betek-hen 'oa bet gwelet e Lannolon ha Louergad. Ul labour dastum ha renkañ kaset gant Maria Menguy, luc'hskeudennerez staliet Gwengamp. Tammoù displegadennoù ganti. Gant Tudual Karluer.