en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Devezhioù ar glad : Glad ar XXIvet kantved, istor un dazont 

Devezhioù ar glad : Glad ar XXIvet kantved, istor un dazont 

Devezhioù european ar glad a vo dalc'het evit an eil kwech ha tregont d'ar sadorn 19 ha d'ar sul 20 a viz-mañ. An tem dibabet er bloaz-mañ : « Glad ar XXIvet kantved, istor un dazont ». E Kemper e c'hello ur wech c'hoazh an dud pignat betek krec'h an iliz veur met ivez dizoloiñ ar gêr dre oberennoù arzel, pe vefent taolennoù, sonerezh pe c'hoazh street art. Nevezentioù a vo er bloaz-mañ, 'vel div abadenn e brezhoneg. Fier eo implijidi Ti ar Glad e Kemper da aozañ kement-mañ evit ar wech kentañ ha spi o deus e vo niverus ar vrezhonegerien evit ma c'hello bezañ aozet en-dro er bloavezhioù da zont. Gweladenniñ chapel Ti Mamm Doue, mirdi an Arzoù Kaer da heul ul laer taolennoù, pe c'hoazh gouzout hiroc'h war ar sevel-tiez e Kemper. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Maiwenn Ily, karget deus Ti ar Glad e Kemper.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio