43vet festival fisel e Rostren.
Savet eo èl bep blez get skipailhad ar Fiselerezh. Konsertoù, atalieroù sonerezh, abadennoù dic'hortoz ha konkourioù dans ha sonerezh a vo e-korv an dibenn-sihun. A-c'houde tri blez bremañ eh eus ag un emglev get ar festival hag an dachenn Koad ar Barzh e Melionneg hag a aoza ur c'hamp e brezhoneg evit ar grennarded etre 14 ha 17 vlez. Ur c'hamp evit o lakaat da vout perzh en aozadur ha dijoleiñ a-dostoc'h penaos e vez savet ur fest a-seurt-se. Da 9eur e ouiimp pelloc'h get Padrig, a-youl vat en aozadur, Brieg, rener ar c'hamp ha Romaric, paotr yaouank daet a Hanveg da gemer perzh er c'hamp.
www.fisel.org