Breizh-Bro C'hall, un darempred trevadennel.
setu titl ur levr skrivet get Gael Briand, embannet e penn ketañ an hanv. C'hoant noa ar skrivanger hag ar stourmer da zistreiñ àr istoer ar vro hag ar liammoù a zo bet etre Breizh ha Bro C'hall. Kement-mañ evit diskoueziñ e c'hell bremañ ar bobl a Vreizh monet pelloc'h ha sevel traoù. Selaouamp doc'htoñ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.