Skritelloù 4x3 evit ar brezhoneg e bro Gemper
Brudañ ar brezhoneg war un ton bras, setu ar pezh 'vo graet adaleg warc'hoazh ('zo graet adaleg hiziv) war mogerioù Kemper. Skritelloù 4 metr war 3 a glasko sachañ interest an dud war zu an deskadurezh e brezhoneg, kement deus tu ar vugale pe deus tu an dud deuet. Ur c'hampagn bruderezh lañset gant ar c'hevredigezhioù lec'hel eus Kemper, sikouret gant tud a vicher hag arc'hantet evit-se gant Ti-Kêr Kemper ha departamant Penn ar Bed. Un taol kaer evit Bruno Coray, ezel ar gevredigezh "Evel just"