Ker Zion : ur fest cool e Gwiseni !
Reggae, rock 'n roll, sonerzh elektro setu ar programm 'oa kinniget disadorn noz 'ba Gwiseni da geñver ar festival Ker Zion. Klevet eo bet ADN Noar, Bongo Botrako, Fred and the Living Deads met ivez Elisa do Brazil. Ouzhpenn sonerezh evit ar re vras 'oa e-kerzh ar gouel. D'enderv n 'oa passabl a atalieroù evit ar vugale. Lomig Kabon ouzh mikro Erwan Blanchard.