Bout 'zo ag ar priz Herve ar Menn a-c'houde 1988.
bep blez vez roet inour d'unan bennak a laboura evit mirout ha treuskas sevenadur ar vro. Kement-mañ àr meur a dachenn hag e pep lec'h er vro. Dilun e oa bodet ar jury e Pondi evit lakaet ar gaoz àr ar priz vo roet 'benn ar blez-mañ-za. Thierry Rouaud, prezidant ar gevredigezh ha Serj Nikolaz prezidant ar jury a lar deomp pelloc'h.