Lidet eo taol kaer Youenn Cardinal, kampion ar bed hand an U21
Kampion ar Bed hand eo Youenn Cardinal. Ar Plougernead 'zo en em gavet war doenn ar bed gant skipailh Frañs ar re 'zo yaouankoc'h 'vit 21 bloaz. 'Ba Brazil 'neus gounezet an titil mañ ur sizhun 'zo c'hoazh 'pa 'oa bet trec'h war skipialh Danemark 26-24, gant ur pal lakaet gant ar c'hoarier 'zo bet ezel eus klub Entente des Abers, Montroulez ha CPB Roazhon araok mont da gCreteil daou vloaz 'zo. Disadorn 'oa aozet un tamm gouel 'vit lidañ taol kaer Youenn 'ba Plougerne gant mignoned, kamaladed ha kement 'zo. Fier an holl evel just. Gwendal Merrien 'oa deuet da saludiñ a gamalad c'hoari gwechall, ur paotr yaouank 'neus bet tro da c'hourdoniñ ivez. Displegañ 'ra deomp peseurt stumm c'hoarier eo Youenn Cardinal.