Hent an aod e Tredraezh
E Tredraezh Lokemo zo bet adkempennet ul lodenn deus hent an aod, ar GR34, war-dro da Veg ar Forn, gant departamant Aodoù An Arvor. Daou bal 'oa d'an ober: suraat an hent d'ar valeerien, en tu all da 25 000 a vez anezhe bep bloaz war ar wenojenn-mañ; ha diwall un dachenn naturel warezet. Digwener 'oa bet igoret gant Veronique Méheust, bezprezidantez ar c'huzul departamant e karg deus an en-dro, Joel Lejeune, maer Tredraezh, ha prezidant kumuniezh kêrioù Lannuon Treger, hag André Coent, kuzulier departamant kanton Plistin, bezprezidant kentañ kumuniezh kêrioù Lannuon Treger, ha maer Plouzelambr. Muioc'h a displegadennoù gante o-daou. Gant TK.