Bevet eo bet an "avantur e kreiz ar park" e Pleskob
a-c'houde meur a vlez e vez ag ar c'hamp-mañ eno. ar c'hamp nemetañ savet e brezhoneg hag evit ar vugale er Morbihan. 15 krouedur oa degemeret er c'hamp hag a oa ar sihun paset. Muioc'h-mui e vez afer ag animatourion brezhonegerion ha stummet mat àr mecherioù an animañ. Pe vehe evit labourat e-pad ar c'hampoù vakansoù doc'h an hanv pe a-hed ar blez get an amzer tap bremañ. Nikolaz Amaury a zo e penn ar gevredigezh Lutig, hag a oa é karg a sevel ar c'hamp ar blez-mañ. Pelloc'h en deus displeget da Yaelle ar Mouel.