Lidet eo bet an Aid el Fitr get ar vuzulmaniz.
Fin ar ramadan a oa digwener, ur miziad sakr ma vez ret yuniñ adal ma splann ar gouloù-deiz betag ar serr-noz. Unan ag ar pemp pennreolenn ag an Islam eo ar ramadan. E Frañs e vez heuliet get gozik dek ha tri-ugent dregant ag an tri million a vuzulmaniz. Hocine Nedjar a zo muzulman. Displeg a ra deomp penaos en deus bevet ar miziad-mañ.